Un emvod-meur a oa bet en Oriant evit difenn bed ar sevenadur
Un emvod-meur a zo bet hiriv e skol an arzoù-kaer en Oriant, anvet ivez an Eesab. Arzourion hag arzourezed a bep seurt a oa strollet evit stourm asambles doc’h an troc’hoù budjed er sevenadur, ha pas nemetken e Broio al Liger. Hent ar strizhder ekonomikel emañ é kemer muioc’h muiañ a strollegezhioù. Ar c’henaroud politikel etrevroadel a zo é fonusaat an troc’hoù er sevenadur met ivez er servijoù publik dre vras.
Aodren Trehin a oa àr blas en emvod.
Un emvod kentañ e oa evit lañsañ ul luskad. Klasket e vo get ar strollad stourm àr an dro àr an dachenn lec’hel, ha broadel. Un emvod arall a vo ar yaou 3 a viz Ebrel evit monet pelloc’h.